Aerius Roll ar Forum Aerius
Forums of the guild Realm of Aerius
 
 Goulennoł Muiań-SavetGoulennoł Muiań-Savet   KlaskKlask   Listenn an IziliListenn an Izili   Strolladoł-ImplijerienStrolladoł-Implijerien   En em enrollańEn em enrollań 
 AeladAelad   Kennaskań evit sellet ouzh ho kerigoł prevezKennaskań evit sellet ouzh ho kerigoł prevez   KennaskańKennaskań 

Goulennoł Muiań-Savet
Kennaskań hag enrollań
Perak ne c'hellan ket kennaskań ?
Perak n'am eus ket ezhomm d' en em enrollań ?
Perak e vezan digennasket ingal ?
Penaos e c'hellan ober evit ma ne vefe ket gwelet va anv e roll an implijerien kennasket ?
Kollet am eus va c'her-tremen!
Enrollet on, met ne c'hellan ket kennaskań !
Enrollet on bet pell 'zo, met ne c'hellan ket kennaskań ken ?!

Gwellvezioł hag arventerioł an implijerien
Penaos e c'hellan kemm ma wellvezioł ?
N'eo ket reizh an eurioł !
Kemmet am eus ar gwerzhid-eur, ha direizh eo c'hoazh an eur !
N'emań ket ma yezh el listenn !
Penaos e c'hellan diskouez ur skeudenn dindan va anv-implijer ?
Penaos e c'hellan kemm ma renk ?
Pa glikan war liamm postel un implijer e vez goulennet ganin kennaskań !

Embann
Penaos e c'hellan kas ur sujed en ur forum ?
Penaos e c'hellan kemm pe diverkań ur gemennadenn ?
penaos e c'hellan ouzhpennań va sinadur d'ur gemennadenn ?
penaos e c'helan sevel ur sontadeg ?
Penaos e c'hellan kemm pe diverkań ur sontadeg ??
Perak ne c'hellan ket tizhout ur forum ?
Perak ne c'hellan ket mouezhiań en ur sontadeg ?

Stumm ha doare-sujedoł
Petra eo ar BBCode ?
Ha gallout a ran implijout an HTML ?
Petra eo ar Smilies ?
Ha gallout a ran kas skeudennoł ?
Petra eo ar c'hemennoł ?
Petra eo ur post-it ?
Petra eo ar sujedoł prennet ?

Liveoł an implijerien ha Rummadoł
Piv eo ar merourien ?
Piv eo ar c'hasourien ?
Petra eo ar rummadoł-implijerien ?
Penaos e c'hellan mont en ur rummad implijerien ?
Penaos e c'hellan dont da vezań kasour ur rummad-implijerien?

Kemennadennoł prevez
Ne c'hellan ket kas kemennadennoł prevez !
Kenderc'hel a ran da zegemer kemennadennoł prevez n'am eus ket c'hoant oute !
Degemeret 'm eus ur bostel spam pe a-zroukimplij war ar forum !

phpBB 2
Piv en deus skrivet ar forum-mań ?
Perak ne c'hellan ket ober tra-mań-tra ?
Gant piv e rankan mont e-darempred evit kudennoł droukimplij pe lezennel liammet ouzh ar forum-se ?

 

Kennaskań hag enrollań
Perak ne c'hellan ket kennaskań ?
Hag enrollet oc'h? Ret eo bezań enrollet evit gallout kennaskań. Ha skarzhet oc'h bet deus ar forum (ur gemennadenn a zo war-wel neuze) ? Ma 'z eo ya ar respont eo ret deoc'h mont e-darempred gant merour ar forum pe krouer al lec'hienn evit gouzout perak. Ma 'z oc'h enrollet ha ma n' hoc'h ket bet skarzhet, gwiriit eo reizh ho anv-implijad hag ho ger-tremen. Alies e teu ar gudenn deus aze. Ma n'ez a ket en-dro, kit e-darempred gant merour ar forum, posupl eo e vefe bet stummet fall ar forum.
Distreiń e-krec'h
Perak n'am eus ket ezhomm d' en em enrollań ?
Ar merour eo a zibab ma zo ezhomm bezań enrollet evit kas kemennadennoł war forumoł 'zo. Gwelloc'h e chom enrollań koulskoude, evel-se e c'hallit ober traoł ouzhpenn : diskouez ur skeudenn avatar, bezań lakaet e-barzh ur strollad-implijerien, kas ha degemer kemennadennoł prevez, kemm pe diverkań kemennadennoł, hag all... Nebeud amzer e kemer d'ober, hag aliet oc'h d'hen ober.
Distreiń e-krec'h
Perak e vezan digennasket ingal ?
Ma ne dibabit ket an dilenn Kennaskań en un doare emgefreek da bep gweladenn pa gennaskit, e voc'h kennasket evit ur prantad resis. Servijout a ra da virout ouzh unan all da implijout ho kont hep ho aotre. Evit chom kennasket, dibabit an dilenn pa gennaskit. N'eo ket aliet ma implijet un urzhiataerezh foran (levraoueg, skol-veur, cyberkafe, hag all...).
Distreiń e-krec'h
Penaos e c'hellan ober evit ma ne vefe ket gwelet va anv e roll an implijerien kennasket ?
En ho aelad e kavoc'h un dilenn kuzhat ho pezańs, ma tibabit Ya, ne vo den all eget ar merourien ha c'hwi o-unan a c'hello gwelet oc'h kennasket.
Distreiń e-krec'h
Kollet am eus va c'her-tremen!
Na bennfollit ket ! Ne c'halloc'h ket kavout anezhań en-dro, met gallot a rit kaout unan nevez. Evit hen ober, kit war ar bajenn-kennaskań, ha klikit war Ankouat am eus va c'her-tremen, hag heuilhit an urzhioł, hag e vo tu deoc'h kennaskań en-dro buan-kenań.
Distreiń e-krec'h
Enrollet on, met ne c'hellan ket kennaskań !
Da gentań, gwiriit ho peus skrivet un anv-implijer hag ur ger-tremen reizh. Ma 'z int reizh, ez eus daou dra posupl. M' emań ar skor COPPA war-enaou ha m'ho peus dibabet Nebeutoc'h eget 13 bloaz on da vare an enrollań, e rankoc'h heuliań an urzhioł a zo bet roet deoc'h. Ma n\ eo ket an degouezh-se, marteze eo ret deoc'h enaouiń ho kont. War forumoł 'zo eo ret enaouiń pep enrolladenn, pe hoc'h-unan, pe o tremen dre ar merour. P 'oc'h bet enrollet he defe ranket ur gemennadennig lavar deoc'h ma oa ezhomm enaouiń an enrolladenn pe get. M' ho peus bet ur bostel, diwallit ne vefe ket bet kemeret evit ur spam, hag heuilhit an urzhioł a zo warnań.Ma n'ho peus bet hini ebet, gwiriit ho peus roet ur chomlec'h mail reizh da vare an enrollań. Diwall na vefe ket graet un droukimplij deus ar forum gant tud dizanv a zo unan deus abegoł an enaouiń. Ma 'z eo reizh ar chomlec'h ho peus roet, kit e darempred gant merour ar forum.
Distreiń e-krec'h
Enrollet on bet pell 'zo, met ne c'hellan ket kennaskań ken ?!
Daou abeg pennań a gaver da seurt degouezh : un anv-implijer hag ur ger-tremen faos (gwiriit ar bostel a oa bet kaset deoc'h da vare ho enrollań), pe neuze eo bet diverket ho kont gant merour ar forum, evit abeg-mań-abeg. Ma 'n em gavit en eil degouezh, marteze n'ho poa kaset kemennadenn ebet ? Boaz e vez ar merourien da ziverkań kontoł an implijerien n'o deus kaset netra, a-benn dieubiń egor war an diaz-titouroł. Klaskit enrollań un eil gwech, ha kemer perzh er c'haozeadennoł.
Distreiń e-krec'h

Gwellvezioł hag arventerioł an implijerien
Penaos e c'hellan kemm ma wellvezioł ?
Ma'z oc'h enrollet emań miret ho holl gwellvezioł en diaz-titouroł. Evit kemm anezho, klikit war al liamm Aelad (e krec'h ar bajenn peurliesań). Gallout a reoc'h neuze kemm ho gwellvezioł.
Distreiń e-krec'h
N'eo ket reizh an eurioł !
Sur a-walc'h eo reizh an eurioł, met diskouezet int en ur gwerzhid-eur disheńvel deus ho hini.Neuze eo ret kemm ar gwerzhid-eur en ho gwellvezioł.Evel just, ne c'hellit ket hen ober ma n'oc'h ket enrollet.
Distreiń e-krec'h
Kemmet am eus ar gwerzhid-eur, ha direizh eo c'hoazh an eur !
Ma 'z oc'h sur eo reizh ho gwerzhid-eur, marteze eo dre-fazi ar c'hemm etre eur an hańv hag eur ar goańv. Ar forum n'eo ket gouest da verań an tremen deus an eil eur d'egile, neuze e vo un diforc'h etre eur ar forum hag an eur gwirion e-pad an hańv.
Distreiń e-krec'h
N'emań ket ma yezh el listenn !
Chańsoł 'zo ne vefe ket bet staliet ar yezh ho peus c'hoant gant merour ar forum, pe ne vefe ket bet troet phpBB er yezh-se c'hoazh. Kit e darempred gant merour ar forum. M'ho peus c'hoant da dreiń ar forum e kavoc'h titouroł war al liamm phpBB e-traoń ar bajenn.
Distreiń e-krec'h
Penaos e c'hellan diskouez ur skeudenn dindan va anv-implijer ?
Div skeudenn a c'hell bezań dindan anv un implijer pa gas ur gemennadenn. An hini gentań a zo liammet ouzh ho renk (hervez an niver a gemennadennoł bet kaset ganeoc'h, pa ho statud war ar forum). Dindan honnezh e c'hell bezań ur skeudenn vrasoc'h, anvet avatar, hag a zo alies dibar hag hervez an implijer. Da verour ar forum eo da enaouiń pe get an avatarioł ha da zibab e peseurt doare e vo tu lakaat anezho. Ma ne c'hellit ket implijout un avatar, eo peogwir eo bet dibabet gant ar merour. Goulennit neuze perak gantań.
Distreiń e-krec'h
Penaos e c'hellan kemm ma renk ?
Peurliesań ne c'hellit ket kemm titl ho renk war-eeun. (titl ur renk a vez gwelet dindan ho anv-implijer). Darn vrasań deus ar forumoł a implj renkoł evit diskouez an niver a gemennadennoł bet kaset ganeoc'h, pe evit krouiń rummadoł implijerien gant gwirioł resis (kasourien, merourien, ..;). Ma gasit kemennadennoł didalvoud e-leizh a-benn uhelaat ho renk, e vo diskennet an niver a gemennadennoł kaset ganeoc'h gant ur merour pe ur c'hasour.
Distreiń e-krec'h
Pa glikan war liamm postel un implijer e vez goulennet ganin kennaskań !
Ne c'hellit ket kas un e-mail ma n'hoc'h ket enrollet. Dibabet eo bet mont en-dro evel-se evit mirout ouzh ar posteloł dizanv (evz: n'eo ket enaouet an dilenn mail war an holl forumoł).
Distreiń e-krec'h

Embann
Penaos e c'hellan kas ur sujed en ur forum ?
Klikit war an nozelenn a zere (nouveau, nevez, répondre, respont). War forumoł 'zo eo ret bezań enrollet evit gallout postań ur gemennadenn. Gwelit ho kwirioł e-traoń ar bajenn (ar roll Gallout a rit kas ur gemennadenn, gallout a rit mouezhiań, hag all...)
Distreiń e-krec'h
Penaos e c'hellan kemm pe diverkań ur gemennadenn ?
Nemet ma vefec'h merour pe kasour, ne c'hellit ket diverkań kemennadennoł all eget ho hini. Gallout a rit kemm ur gemennadenn o klikań war an nozelenn Kemm a-us da honnezh (a-wechoł eo ret gortoz ur pennadig goude bezań kaset anezhi a-raok gallout he c'hemm). Ma 'z eus bet respontet d'ho kemennadenn a-raok ma gemmfec'h anezhi e weloc'h un destennig dindan honnezh o lavar pet gwech eo bet kemmet, ha peur. Ne vo ket ouzh an destennig-se ma n' eus bet respont ebet d'ho kemennadenn, pe ma 'z eo bet kemmet gant ur merour pe ur c'hasour (rankout a rafent displegań ar pezh o deus graet). Ne c'hellit ket diverkań ur gemennadenn m'az eus bet respontet outi.
Distreiń e-krec'h
penaos e c'hellan ouzhpennań va sinadur d'ur gemennadenn ?
A-raok ouzhpennań ur sinadur en ho kemennadenn eo ret krouiń unan en ho Aelad. Ur wech krouet, e c'hellit dibab an dilenn Stagań ar sinadur pa skrivit ur gemennadenn. Gallout a rit ivez ouzhpennań ho sinadur d'ho holl kemennadennoł dre ober an dibab a zere en ho Aelad (posupl e vo deoc'h chom hep stagań anezhi war bep kemennadenn oc'h ober an dibab a zere da vare ar skrivań).
Distreiń e-krec'h
penaos e c'helan sevel ur sontadeg ?
Aezet eo krouiń ur sontadeg pa grouit ur sujed nevez pe pa embannit sujed kentań ur pennad-kaoz. Rankout a rafec'h gwelet ul lodenn Ouzhpennań ur sontadeg er furmskrid Kas ur sujed nevez.Ma ne welit ket al lodenn-se eo peogwir n'hoc'h ket bet aotreet da aozań ur sontadeg. Rankout a rit reiń un titl d'ar sontadeg, ha daou zibab d'an nebeutań (evit krouiń un dibab, lakait he anv en dachenn graet evit se, ha klikit war Ouzhpennań an dibab. Gallout a rit ivez dibab ur padelezh resis evit au sontadeg, 0 a dalvez evit ur sontadeg peurbadus. Ur vevenn a zo evit an niver a zibaboł a c'hellit kinnig, honnezh a zo dibabet gant merour ar forum.).
Distreiń e-krec'h
Penaos e c'hellan kemm pe diverkań ur sontadeg ??
Evel evit ar c'hemennadennoł, n'eus den all eget ar merour(ien), ar c'hasour(ien), ha krouer ar sontadeg a c'hell kemm pe diverkań anezho.. Evit kemm ur sontadeg, klikit war an nozelenn kemm er gemennadenn (bepred emań stag ar sontadeg outi). Ma n'eus bet den c'hoazh o vouezhiań e c'hellit diverkań ar sontadeg pe kemm forzh peseurt dibab, met ma 'z eus bet tud o vouezhiań, e c'hello ar merourien hag ar c'hasourien kemm pe diverkań anezhań, met ket krouer ar sontadeg. An diviz-se a servij da virout ouzh an dud da druchań dre gemm an dibaboł e-kreiz ar padelezh-mouezhiań
Distreiń e-krec'h
Perak ne c'hellan ket tizhout ur forum ?
War forumoł 'zo e c'hell ar mont e-barzh bezań bevennet d'ur rummad ispisial a dud. Ret eo neuze kejań gant ur merour pe ur c'hasour evit goulenn un aotre digantań.
Distreiń e-krec'h
Perak ne c'hellan ket mouezhiań en ur sontadeg ?
Ma n'hoc'h ket enrollet, ne c'hellit ket mouezhiań (evit herzel ouzh an trucherezh). Ma 'z oc'h enrollet met ne c'hellit ket mouezhiań, eo peogwir n'hoc'h ket aotreet d'hen ober.
Distreiń e-krec'h

Stumm ha doare-sujedoł
Petra eo ar BBCode ?
Ur c'heflouerań ispisial deus an HTML eo ar BBCode, ar merour a zibab e enaouiń pe get (gallout a rit ivez e zizenaouiń pa skrivit ur gemennadenn). Damheńvel eo ar BBCode ouzh an HTML, etre krogoł [ ha ] emań ar balizennoł kentoc'h eget re < ha >, ha merań a ra gwelloc'h an doare ma rank un destenn bezań diskouezet. Kit da welet ar sturiell evit kaout muioc'h a ditouroł diwar-benn ar BBCode (mont war ar furmskrid-embann) .
Distreiń e-krec'h
Ha gallout a ran implijout an HTML ?
Hervez ar pezh a zo bet dibabet gant merour ar forum eo. Ma 'z oc'h aotreet d'e implijout e verzhoc'h n'ez a ket an holl valizennoł en-dro. Un afer a surentez eo, evit herzel ouzh an dud d'ober forzh petra war ar forum. Ma vez aotreet an HTML e c'hellit disaotreań anezhań war ur gemennadenn resis pa gasit anezhi.
Distreiń e-krec'h
Petra eo ar Smilies ?
Ar Smilies, pe Emoticons, a zo skeudennigoł a servij da ziskouez trivliadoł hervez ur c'hod resis, da skouer e talvez :) evit laouen, ha :( evit trist. Gallout a rit gwelet listenn ar Smilies pa skrivit ur gemennadenn. Klaskit chom hep ober re gant ar re-se, peogwir e lakaont buan ur gemennadenn da vezań dilennadus.
Distreiń e-krec'h
Ha gallout a ran kas skeudennoł ?
Gallout a rit diskouez skeudennoł e-barzh ho kemennadenn, met n'eo ket posubl kas anezho diouzhtu war ar forum. Rankout a rit krouiń ul liamm davet ar skeudenn-se, m'emań war ar rouedad, da skouer: http://www.amań-pe-aze.net/ma-skeudenn.gif. Ne c'hellit ket krouiń ul liamm davet ur skeudenn a zo war gantenn galet ho urzhiataer (nemet ma vefe hennezh ur servijer web foran), ni war ur servijer o c'houlenn un wiriadenn (da skouer: boestoł-mail Hotmail pe Yahoo, lec'hiennoł gwarezet gant ur ger-tremen, hag all. Evit diskouez ur skeudenn e c'helit implijout ar valizenn BBCode [img] pe an hini HTML a zere (ma 'z oc'h aotreet d'hen ober).
Distreiń e-krec'h
Petra eo ar c'hemennoł ?
Peurliesań e vez eleier a-bouez er c'hemennoł; dre se eo ret deoc'h lenn anezho ar buanań ar gwellań. Gwelet 'vezont e-krec'h pep pajenn war ar forumoł int bet lakaet enne. Gant ar merour e vez dibabet piv a c'hell kas ur c'hemenn ha piv ne c'hell ket hen ober.
Distreiń e-krec'h
Petra eo ur post-it ?
Dindan ar c'hemennadennoł, war bajenn gentań ar forum, e kaver ar postoł-it. Peuliesań e vezont a-bouez a-walc'h, neuze lennit anezho ar buanań ar gwellań. Evel evit ar c'hemennadennoł eo ar merour an hini eo a zibab reiń pe get an aotreoł evit embann postoł-it e-barzh pep forum.
Distreiń e-krec'h
Petra eo ar sujedoł prennet ?
Ar sujedoł-se a zo bet prennet gant ar merourien pe ar c'hasourien. N'eus ket tu da respont dezhe na da vouezhiań ken. Evit abegoł lies e c'hell sujedoł bezań prennet.
Distreiń e-krec'h

Liveoł an implijerien ha Rummadoł
Piv eo ar merourien ?
Ar merourien a ra war-dro ar forum, gallout a reont dibab pep tra (aotreoł, sevel rummadoł, kemm kemennadennoł, skarzhań tud, prennań sujedoł, krouiń forumoł, hag all...).
Distreiń e-krec'h
Piv eo ar c'hasourien ?
Tud pe strolladoł tud o tiwall ouzh mont-en-dro ar forum hag ouzh doujańs d'ar reolennoł eo ar c'hasourien. Gallout a reont kemm, diverkań kemennadenoł, prennań, dibrennań, diverkań, rannań ar sujedoł er forumoł ma labouront. Peurliesań e vezont amań evit diwall ne vefe den er maez deus ar gaoz pe o chom hep doujań ouzh ar reolennoł.
Distreiń e-krec'h
Petra eo ar rummadoł-implijerien ?
Un doare evit ar merour eo da strollań an implijerien. Pep implijer a c'hell bezań e-barzh meur a strollad, ha pep strollad a c'hell kaout gwirioł ispisial. Evel-se e c'hell ar merour krouiń forumoł prevez evit un nebeud tud, pe merań ar c'hasourien, hag all...
Distreiń e-krec'h
Penaos e c'hellan mont en ur rummad implijerien ?
Evit mont e-barzh ur rummad-implijerien, klikit war Rummadoł-implijerien e-krec'h ar bajenn peurliesań, gallout a reoc'h neuze gwelet ar strolladoł-implijidi. An holl rummadoł n'int ket digor, lod a zo serret ha lod all a c'hell bezań kuzh an dud enne. Ma 'z eo digor ar rummad e c'hellit mont ennań dre glikań war an nozelenn a zere. Kasour ar rummad a ranko degemer ho koulenn, gallout a rafe goulenn perak ho peus c'hoant da vont er strollad diganeoc'h. Klaskit chom hep atahinań ar c'hasour ma n'en deus ket c'hoant ez afec'h en ur rummad bennak, e abegoł 'zo gantań.
Distreiń e-krec'h
Penaos e c'hellan dont da vezań kasour ur rummad-implijerien?
Gant ar merour a vez savet ar rummadoł-implijerien ha roet ur c'hasour dezho. Kasit ur gemennadenn prevez d'ar merour ma 'z oc'h dedennet gant ur rummad-implijerien.
Distreiń e-krec'h

Kemennadennoł prevez
Ne c'hellan ket kas kemennadennoł prevez !
tri abeg a zo da se: n'hoc'h ket enrollet pe kennasket, harzet eo bet ar c'hemennadennoł prevez war hollad ar forum gant ar merour pe evidoc'h hepken. M'emaoc'h en degouezh diwezhań e vo ret deoc'h mont e-darempred gant ar merour evit gouzout perak (ket gant ur gemennadenn prevez !).
Distreiń e-krec'h
Kenderc'hel a ran da zegemer kemennadennoł prevez n'am eus ket c'hoant oute !
En dazont e vo ouzhpennet ul listenn zu d'ar c'hemennadennoł prevez. Evit ar mare eo ret deoc'h mont e-darempred gant ar merour. Hennezh a c'hell herzel ouzh un implijer da gas kemennadennoł prevez.
Distreiń e-krec'h
Degemeret 'm eus ur bostel spam pe a-zroukimplij war ar forum !
Trist omp o teskiń se. Dre ma vez enrollet an holl bosteloł bet kaset eo posupl klask peseurt implijerien a gas seurt posteloł. Rankout a rafec'h kas ur bostel d'ar merour, ennań ur skouerenn a-bezh deus ar postel a zo bet kaset deoc'h (gant an talbennoł ennań, dreist-holl) Neuze e c'hello hennezh kemer an divizoł a zere
Distreiń e-krec'h

phpBB 2
Piv en deus skrivet ar forum-mań ?
Ar poellad-se (en e stumm hep kemmoł) a zo bet savet ha skignet , hag a zo dindan gwiriołar stollad phpBB. Da gaout emań dindan aotre boutin GNU ha gallout a ra bezań skignet forzh pegement en un doare dieub.Klikit war al liamm evit muioc'h a ditouroł.
Distreiń e-krec'h
Perak ne c'hellan ket ober tra-mań-tra ?
Ar poellad-se a zo bet skrivet gant ar strollad phpBB, ha dindan e aotre emań. ma sońjit e vank un dra-bennak dezhań, kit da welet al lec'hienn phpbb.com evit gwelet ar pezh a sońj ar strollad phpBB. Na gasit goulenn-kemm ebet war forum phpbb.com, sourceforge an hini eo a vez implijet evit ober war-dro an nevezinti.
Distreiń e-krec'h
Gant piv e rankan mont e-darempred evit kudennoł droukimplij pe lezennel liammet ouzh ar forum-se ?
Rankout a rafec'h mont e-darempred gant merour ar forum. Ma ne deuit ket a-benn da gejań outań, goulennit gant unan eus ar c'hasourien gant piv e rankfec'h gwelet se. Ma n'ho peus respont ebet, gwelit gant perc'henn an domani (klaskit gant whois) pe, m'emań ar forum war ul lojer digoust (da skouer : yahoo, free.fr, f2s.com, etc.), ar renerezh, pe burev droukimplijoł al lojer. Ne c'hell ar strollad phpBB merań netra, ha ne c'hell e doare ebet bezań liammetouzh an doare, al lec'h pe an dud a implij ar forum-se. Ne servij da netra klask mont e-darempred ouzh ar strollad phpBB evit istorioł lezennel (gwallvruderezh, hag all.) ma n'o deus liamm eeun ebet gant al lec'hienn phpbb.com pe ar poelladig eo phpBB e-unan. Ma gasit ur bostel d'ar strollad phpBB diwar-benn un den pe ur gudenn lezennel ez eus chańsoł bras n'ho pefe respont ebet.
Distreiń e-krec'h

An eurioł a zo lakaet e stumm GMT - 4 Eur

Lammat betek:  


World of Warcraft phpBB template "WoWMoonclaw01" created by MAËVAH (EU-Illidan) - ex-MOONCLAW (EU-Sinstralis) (v1.06) - http://www.wowcr.net/templates
© World of Warcraft and Blizzard Entertainment are trademarks or registered trademarks of Blizzard Entertainment, Inc. in the U.S. and/or other countries. wowcr.net is in no way associated with Blizzard Entertainment.
Powered by phpBB © 2001, 2005 phpBB Group
Troet gant: Malo Morvan

Free Web Hosting | File Hosting | Photo Gallery | Matrimonial


Powered by PhpBB.BizHat.com, setup your forum now!
For Support, visit Forums.BizHat.com